Read in English

Hiziv, 12 a viz Ebrel, e kemenn ensavadur etrebroadel ar c’helaouiñ (IPI) ha MIDAS e vez roet lañs d’ar c’hentañ galv da emstrivañ evit ar yalc’had NewsSpectrum.

Digor eo ar yalc’had d’ar gazetennerien ha da vichereien all ar mediaoù o labourat e yezhoù bihanniver en UE (en o zouez ar yezhoù romaniek ha yezhoù an embroidi). Bizañ a ra da skorañ kenlabourioù etre organoù kelaouiñ e yezhoù bihanniver ha muianiver.

E sell emañ NewsSpectrum da arc’hantaouiñ 40 yalc’had e 2021 dre zaou brogramm : Collaborative Reporting Fellowships (Yalc’hadoù evit kelaouadennoù e kenlabour) ha Professional Placement Fellowships (Yalc’hadoù evit stajoù micherel).

Doareoù yalc’hadoù ha deiziadoù termen

Skoazellañ a ra ar yalc’had Collaborative Reporting ar raktresoù kelaoua kaset gant kazetennerien o labourat evit mediaoù en ur yezh bihanniver (en o zouez ar gazetennerien zizalc’h a labour ingal evit ur media) e kenlabour gant ur c’hazetenner pe ur media en ur yezh muianiver.

Gellout a ra ar raktres kelaoua sellet ouzh pep danvez a laz foran hag a zere ouzh selaouerien ha lennerien an daou aozadur mediaouek. Koulskoude e vo skoazellet da gentañ ar raktresoù a laka er gouloù plegenn pe diawelad dibar ar strolladoù bihanniver en UE pe an darempredoù etre ar strolladoù bihanniver ha muianiver. Degemeret mat eo ar raktresoù a gendaol da vrudañ an aferioù europat er mediaoù e yezhoù bihanniver. An holl zoareoù kelaoua a c’hell bezañ degemeret hag an testennoù a c’hell bezañ embannet diouzh n’eus forzh peseurt stumm. Degemeret mat eo an teknikoù danevellañ niverel/klewelet. Ret eo d’ar pennadoù bezañ embannet gant ar media e yezh bihanniver war un dro gant an hini e yezh muianiver.

Lakaet eo an deiziad emstrivañ diwezhañ evit yalc’hadoù ar c’hazetennerezh e kenlabour d’an 28 a viz Mae 2021. Daou c’halv ouzhpenn a zlefe bezañ lañset e miz Even hag e miz Eost e stern ar programm-mañ. Gwelet an titouroù klok ha FAG.

Skoazellañ a ra ar yalc’had Professional Placement ar stajoù micherel personelaet war verr dermen pe gweladennoù studi michereien ar mediaoù e yezhoù bihanniver er mediaoù e yezhoù muianiver. Digor eo ar yalc’had da holl implijidi ar mediaoù usveneget, en o zouez ar gazetennerien, ar skridaozerien, ar fotokazetennerien, atebeien ar salioù-kelaouiñ, atebeien ar mediaoù sokial, ar verourien kumuniezhioù pe an implijidi e karg eus an neveziñ niverel. Degemeret mat eo ivez ar genlabourerien zizalc’h a labour ingal evit ur media. Gellout a reer implijout ar yalc’had evit skoazellañ ar c’henlabour hag an eskemm barregezhioù hag anaoudegezhioù war stummoù a bep seurt er salioù-kelaouiñ, evel ar c’helaoua, an treuzkemm niverel, ar patromoù ekonomikel, engouestl al lennerien hag ar sevel kumuniezhioù pergen.

Ensellet e vo an emstrivadurioù evit yalc’had ar staj micherel a-feur ma vint resevet, adalek hiziv, 12 a viz Ebrel, betek an 28 a viz Mae 2021. N’eus nemet ur galv a zo rakwelet hiziv an deiz evit yalc’had ar staj micherel. Gwelet an titouroù klok ha FAG.

Degemeradusted ha munudoù a-fet an emstrivadurioù

Degemeret e vo michereien ar mediaoù e yezhoù bihanniver evit ar yalc’had ma vez staliet o media en UE pe er Rouantelezh-Unanet ha ma vez produet gantañ da nebeutañ 51 % eus e zanvez kelaouiñ en ur yezh rannvro pe bihanniver (en o zouez yezhoù an embroidi hag ar yezhoù romaniek). Evit gouzout hiroc’h war ar yezhoù degemeret, klikit amañ. Ret eo d’ar c’heveler pe da ostiz ar gelaouadenn e yezh muianiver bezañ staliet en UE pe er Rouantelezh-Unanet ivez. Degemeret mat eo ar c’henlabourioù treuz-harzoù.

Skoret eo ar yalc’hadoù personel, diouzh pal NewsSpectrum sevel kevelerezhioù padus etre ar mediaoù e yezhoù bihanniver hag e yezhoù muianiver. Kement-mañ a dalvez evit yalc’had ar stajoù micherel pergen. Koulskoude, diouzh an doare ma troio pandemiezh ar C’HOVID-19 e vo sellet ouzh dibaboù a-bell, a-bouez ma c’hello an obererezhioù bezañ kaset en-dro en un doare efedus c’hoazh.

Peurvuiañ e tle an div yalc’had padout div sizhun da nebeutañ met padelezhioù gwevn a c’hell bezañ aozet. Gellout a reer implijout ar yalc’hadoù da bep mare etre miz Even hag an 31 a viz Kerzu 2021.

Gellout a ra ar yalc’hour e yezh bihanniver hag ar c’heveler pe an ostiz e yezh muianiver goulenn o daou kaout betek 6 000 € dre yalc’had. Evit ar yalc’hourien e yezh bihanniver e c’hell ar skoaziadenn kemer e karg koustoù ar goproù (restaolet war-eeun d’an implijer) koulz hag ur skorenn evit an dispignoù war al lec’h (da skouer, al lojeiz hag ar mizoù predañ). Kemeret e vo ar mizoù hent e karg ivez. Evit ar mediaoù e yezhoù muianiver e c’hell ar skoaziadenn kemer e karg koustoù ar goproù ivez koulz hag ar mizoù hent diouzh an dro. En holl emañ NewsSpectrum e sell da c’hrataat 480 000 € a yalc’hadoù studi e 2021.

Evit emstrivañ e rank michereien ar mediaoù dedennet lenn an deskrivadur klok, an dezverkoù degemer ha dibab, koulz hag ar c’hemennoù emstrivañ war lec’hienn NewsSpectrum. Ret eo kas an emstrivadurioù e saozneg. Broudet-start eo an emstriverien da gavout ur c’heveler kelaoua pe un aozadur ostiz a-raok emstrivañ. Padal eo prest kevelerien ar raktres NewsSpectrum da glask lakaat e darempred emstriverien zedennus gant aozadurioù ostiz a zegouezh, ma vez ret.

Dibabet e vo ar yalc’hourien gant ur c’huzul-dibab pemp ezel ennañ, mailhoù dizalc’h en o zouez. Ober a ra ar programm gouestl da wareziñ strizh dizalc’hiezh embann an holl yalc’hourien.

Endro 

Ganet eo NewsSpectrum diwar genintrudu Ensavadur etrebroadel ar c’helaouiñ  (IPI) ha Kevredigezh europat ar pemdeziegoù e yezhoù bihanniver ha rannvro  (MIDAS). Ur c’heveler skoazell eo Ensavadur europat ar Romed evit an arzoù hag ar sevenadur (ERIAC).

NewsSpectrum zo ur programm nevez savet evit skorañ kenlabourioù etre ar mediaoù e yezhoù bihanniver, en o zouez ar mediaoù e yezhoù an embroidi, hag o c’henseurted e yezhoù muianiver en UE a-bezh. Yalc’hadoù NewsSpectrum a zo dezho da bal kreñvaat ar c’henlabour etre an daou strollad ha skoazellañ trebaderezh ar mediaoù e yezhoù bihanniver evel izili hollbouezus eus un endro mediaouek dieub ha liesek en Unaniezh Europa. Bizañ a reont ivez da skoazellañ ur c’hinnig mediaouek hag a rent kont gant gouiziegezh vat eus ar c’hrefen a denn d’ar minorelezhioù, hag a zalc’h kont eus savboent dileuridi ar strolladoù bihanniver en doare da ginnig ar c’heleier.

Evel raktres stur eo kenarc’hantaouet ar programm NewsSpectrum gant Komision Europa (DG Connect), gant ur skoazell arc’hant ouzhpenn a-berzh ERIAC. Kemennet e vo kevelerezhioù all adal ha ma vint kadarnaet.

Goulennoù ?

Broudañ a reomp an emstriverien dedennet da sellet ouzh lec’hienn web NewsSpectrum hag ouzh hor pajenn FAG a denn d’an emstrivadurioù. M’ho pez goulennoù c’hoazh na dermit ket da vont e darempred ganeomp.

Darempredoù

Milica Miletic (IPI): [email protected]

Anna-Kira Pirhofer (MIDAS): [email protected]

Na c’hwitit ket ar c’heleier diwezhañ ! Koumanantit da lizher-kelaouiñ NewsSpectrum.


The NewsSpectrum programme is co-funded by the European Commission within the framework of the pilot project “Internship opportunities for Minority Language Media”, with additional financial support from ERIAC. Further partnerships will be announced as they are confirmed.

(Photo by Finn Hackshaw on Unsplash)